accueil actualités contact accueil actualités contact actualités contact
 

Accueil > e brezhoneg

AN TOUR TAN WEB MEDIA

Un embregerezh rannvroel troet da skignañ abadennoù web-tv o kinnig Breizh d'ar bed a-bezh. Ho labour 'zo troet war :
Produiñ kleweled) ha skignañ
Abadennoù
Klipoù video

Kinnig ar gevredigezh
An Tour Tan Web Media 'zo un S.A.S a 51.000 €, krouet an 2 a viz genver 2007. Kenlabourat a ra abaoe 8 vloaz gant ar gevredigezh An Tour Tan ha war he lec'hienn. Diorroadur an teknikoù nevez en deus roet deomp ar mennozh krouiñ ur web-tv o kinnig hor servijoù d'an embregerezhioù industriel, kenwerzhel, touristel, e servij ar glad sevennadurel hag an aktourien e rannvro Breizh.

An Tour Tan 'zo bet e-touez al lec'hiennoù kentañ o kinnig enkodiñ ha skignañ abadennoù video a-eeun, pe daleet, abaoe C'hwevrer 1999 da vare ar "Cyber Fest-noz" (Ur sonadeg breizhat hengounel skignet war-eeun war internet, 180.000 den 'oa war ar rouedad 'vit sonadeg diwezhañ e miz Gwengolo 2007 e Pariz). Ar produadur video 'zo graet adalek teknologiezhioù HD.

Barregezhioù anavezet mat
Diaz teknikel, enkodiñ, ebarzhiañ poltridi ha video-où abaoe 1999 (5 480 video diellet). Abadennoù, pennadoù-kaoz, filmoù krouet; hag abadennoù-leurenn. Produiñ skignadennoù ha darvoudoù.
Testeniet aozadur kelaouiñ gant Levraoueg Broadel Frañs (Niv. ISSN 1638-1874). Dafar nevez denrollañ ha merañ, e HD holl anezho.

Skiant-prenet
Darvoudoù :    Cyber Fest-Noz abaoe 1999
Gouelioù-Meur Kerne
Gouel Etrekeltiek An Oriant
...
 
Produiñ Video  :   DVDoù
France Télécom : Filmañ sonadegoù/darvoudoù ha skignet war-eeun
Abadenn miziek Web-TV
...

Programmoù
Ur plas bras a roio An Tour Tan da dalvoudegezh ekonomikel ha sevenadurel ar rannvro. Filmañ ha skignañ a raint ivez darvoudoù sevenadurel bras ha reoù troet war ar sport.


Captation et DVD du championnat des bagadoù 2009 au Quartz à Brest

Captation et DVD du championnat des bagadoù au Stade à Lorient

Captations des spectacles du Festival de Cornouaille 2008

Plan du site - Infos légales
Cond. générales de vente
Envoyer ce site à un ami